Kontelezh Bute

Kontelezh Bute

Kontelezh Bute (pe County of Bute e saozneg, pe Siorrachd Bhòid e gouezeleg), a oa ur gontelezh e Bro-Skos e kornôg ar vro. Enni e oa un toullad inizi eus ar Firth of Clyde, etre kontelezh Argyll hag Ayrshire, ha dreist-holl Enez Bute (Eilean Bhòid), Enez Arran, Great Cumbrae ha Little Cumbrae. Kêrbenn ar gontelezh a oa Rothesay (Baile Bhòid), en Enez Bute. E 2001 e oa 13,720 a dud enni.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy